Goude abadenn Bagad Penn-ar-Bed (2016-2018), kendalc’het e vez gant Youn Kamm e bedadenn en e bed gant tonioù rock.
TREI[Z]H, raktres nevez an arzour, a kinnig deomp bandenn son ur maeziad tost deomp ha kevrinus er memes koulz, etre ur bed huñvreet ha tommder un ton pop-rock. Pedet emaomp da dremen deus ul lec’h d’unan all, deus pep tu ar mor, d’ur stad d’unan all, etre cheñchamantoù geografiezh, stumm, soñjoù sonerezh. Gant sonerezh Youn Kamm pep tra a vez gwelet ha klevet a-benn ar fin.
Awenet e vo an tonioù kanet gant barzhonegoù Youenn Gwernig, Toull an nor pe An diri dir, barzhonegoù etrebroadel, gwerzhioù skrijus ha kreñv lennegezh Breizh. Testennoù hengounel hag a-vremañ a vo ivez kempennet.
