Ul liamm kreñv a zo etre ar pemp soner e strollad Startijenn evit krouiñ ur sonerezh nerzhus. Binviji hengounel ar fest-noz a vez implijet ganto evit tonioù dibar ha reizh ! Ganto e vez torret harzoù hag a stank sonerezh hengounel Breizh evit difenn sevenadur Breizh war leurennoù etrevroadel. Hengounel ha hollvedel, ar strollad a implij energiezh an dañserien. Gant ur skiant-prenet fromus war al leurennoù diskouezet e vez gant ar strollad Startijenn penaos ar sonerezh a c’hell bezañ un istor gwirionded ha dalc’husted.
Gant muioc’h a 20 bloavezh skiant-prenet abaoe krouidigezh ar strollad er skolaj betek leurennoù bras ar gouelioù bremañ, kavet o deus ur plas a-bouez e-touez ar sonerezh Folk (Troiadoù e Sina, Malezia, Aostralia, Danmark, Italia, Spagn…). Startijenn a glask en e orin evit reiñ tonioù a-vremañ efedus da-vat !
