Istor troadenn dibar Nina a vez kontet en abadenn-mañ. Ur plac’hig o huñvreal eus istorioù bras eo Nina. Setu ar plac’hig o treuziñ ar mor war ar “Carambouilleur”. Ur vag morlaer eo ha bevet e vo asambles gant skipailh ar vag istorioù iskis ha brav.
4 tudenn a vo heuliet en istor-mañ ha pep hini en deus ur bersonelezh disheñvel-rik. Dizoloet ‘vo ganto oc’h hent ha piv emaint da vat en un diskoulm kudennoù az aio a-enep skipailh ar vag.
An arzourezed o doa c’hoant krouiñ un abadenn gant kontadennoù, sonerezhioù ha binviji iskis-tre ha setu penaos eo ganet istor Nina. O krouiñ violoñs-bidonioù, treuzenn-gaol gant traoùigoù adtapet tro-dro dezhi emañ Milena abaoe un nebeud bloavezhioù. Implijet e vez neuze ar binviji-mañ en abadenn ha krouiñ ur bedig brav lec’h e vo pedet an arvesterien da vont. Chemence Prayez ha Milena Leclere a konto d’an arvesterien istor Nina, a c’hoario sonerezh hag a c’hoari buhez an tudennoù a-hed an abadenn.

