Abaoe tost 30 bloaz, kanerien Mouezh Paotred Breizh – deuet eus 5 departamant Breizh istorel – a ro lusk da sevenadur Breizh gant al laz-kanañ liesvouezhiek. Ur glad, un terouer, kendrec’hidigezhioù a vez treuzkaset ganto gant lorc’h ha largentez. Laret e vez ivez ganto braventez ha pinvidigezh ar brezhoneg, liamm bras gant an douar, an tadoù-kozh.
Jean-Marie Airault a zo e penn al laz-kanañ abaoe e krouidigezh ha skoazellet eo gant un nebeud sonerien hengounel. Ganto e vez kinniget ur veaj souezhus e Breizh evit kinnig ur sonadeg leun a nerzh ha strafuilhadennoù.