Kregiñ a ra ar gitar da fiñval, ar cajón da alanin da darlamman. Ar mouezhioù a reiñ gerioù kozh a-bouez hiriv. Setu ar c’horfoù o riklañ, huanañ, ar botoù o chourikat, o c’hweziñ. An derzhienn a lak dalc’h war ar plañchod hag a zeu da vezañ ruzoc’h-ruzañ.
Paulin Courtial (gitar, mouezh) hag Arnaud Cance (binvioù tos, mouezh) a gemer e tonioù ar c’han hengounel Okitaneg an nerzh evit lakaat an holl da zañsal !
Gant o cheñchamantoù e vo roet enor da destennoù barzhonegour dianav met o deus laosket soñj e memor hollek, etre nerzh-du ha douster bras. Poent eo lakaat botoù mat ha krogiñ da vezañ kemeret een ur bed all gant ar sonerezh, gant an dañs.
