Unan eus ar strolladoù yaouank leurenn ar fest-noz e Breizh eo LLYM. Aet eo an eilvet plas e kenstrivadeg Lannuon ganto ha kalzig a festoù-noz a zo dija bet sonnet ganto !
Etre 16 ha 20 vloaz int, ha souezhus int dija dre o mestroniezh war o binviji hag ar sonerezh. Lanig Hemeury a c’hoari trompilh ha Maelan Ar Bras a c’hoari saksofon evit krouiñ un daouad soner kouevr a na vez ket disoñjet. Skoazellet int gant finder Loan Cornic hag e gitar ha Yael Benahim hag e voest an diaoul. Ur strollad da heuliañ diouzhtu !