Ur bladenn deiz-ha-bloaz hardizh a ginnig Les Hurlements d’léo evit lidañ gant leun a blijadur an emgav gant an arvesterien ha 25 bloavezh kanaouennoù, beajoù a bep seurt.
Radio Léo eo neuze 6 ton anavezet ha kempennet met ivez reoù nevez. Un droiad deiz-ha-bloaz a vo kinniget goude gant ar strollad, e Bro-C’hall hag en estrenvro.
Ar strollad n’en doa ket c’hoant nemet lakaat titloù dija graet er bladenn deiz-ha-bloaz. Aet eo ar skipailh da enrollañ ha kempennañ neuze 6 titl.
1e30 eñvorennoù a-vremañ ha dizoloadennoù brav roet deomp gant ur strollad artizaned-sonerien hag a anavez kenderc’hel ha treuzkas ar memes spered e pad 25 bloavezh. Bepred ur familh. Bepred ganeoc’h.
