Eus Gijón e Broioù-Asturia e teu Mónica Suárez Esteban. Kanañ, dañsal ha c’hoari binvioù-skoiñ eus e vro-orin, evel ar panderu hag ar pandereta a vez graet gant an arzourez.
Ur soner binioù eo Marie Le Cam. An arzourez a zo aet un nebeud bloavezhioù e Bro-Galisia hag e Broioù-Asturia. Dizoloet en deus e-giz-se ar gaita ha binioù ar broioù-mañ.
Tonioù eus Bro-Galisia hag ar Broioù-Asturia a vo kinniget deomp gant an daouad-mañ. Posubl e vo selaou pandereta, panderu, ha gaita neuze.

