Laz-kanañ Bro an Oriant eo Kanerion an Oriant. Loïc Rousseau a zo e penn ar strollad.
Krouet eo bet ar strollad gant un nebeud kanerien mil plijet gant sevenadur Breizh hag o doa c’hoant lakaat war-vell kanaouennoù Breizh hag ar broioù keltiek.
E brezhoneg (gwenedeg) e vez kanet gant KAO tonioù hengounel pe krouidigezhoù a-vremañ gant peder mouezh. Aet eo ar maout gant ar strollad e 2018 ha gounezet o deus priz ar grouidigezh e 2009 ha 2018.