Al laz-kanañ Kanerien Sant Meryn a zo bet krouet e 1983 evit lidañ ar gevelladur etre Ploveilh gant Crymych e Bro-Kembre. An anv zo bet choazet e enor Sant Meryn, patrom Ploveilh.
Anavezet mat eo bet ar strollad dre e tonioù a-hed ar bloavezhioù. Kavet e vez Kanerien Sant Meryn kentoc’h e Bro-Gerne met ivez e Breizh a-bezh. E Bro-Iwerzhon, Bro-Kembre pe Bro-Galisia a zo bet tu gwelout anezho ivez. Al laz-kanañ a ginnig kanaouennoù hengounel gant peder mouezh met ivez krouidigezh evit kaout ul lañs nevez e tonioù al laz-kanañ ha treuzkas sonerezh ar brezhoneg.