Petra a dalv Jahiner ?
Ur ger brezhoneg eo hag a dalv “tourmenteur” e galleg, e ster mat ar ger evel-just. Plijout a ra deomp adkemer nerzh an arvesterien hag al lec’h. Sonerezh ar straedoù a teu eus sonerezh ar grennamzer.
Penaos eo ganet Jahiner ?
Krouet e o bet ganeomp ur strollad fest-noz Tymen Kerveillant Quintet e 2015. Julien Tymen, Michel Kerveillant, Gwylan Meneghin, Kentin Juillard ha Tibo Niobé a gemer perzh er strollad-mañ. Ur strollad fest-noz eo kentoc’h, ur bladenn “Heson” a zo bet embannet.
Kelc’h keltiek Landerne zo deuet e darempred ganeomp e miz Meurzh 2017 evit bezañ e penn ar strollad sonerezh evit arvest ar genstrivadeg.
Krouet eo bet neuze Jahiner evit an abadennoù war ar straedoù. Adkavet e vez mod pe vod ar memes skipailh, Guislain De Jacquelot (binioù) en deus kemeret plas Tibo Niobé (gitar).
Pennad klok :
