Fourth Moon a zo ur strollad dibar war leurenn geltiek a-vremañ gant 4 soner eus 4 bro disheñvel. Setu neuze istor paotred eus Bro-Aostria, Bro-Skos, Bro-C’hall ha Bro-Italia o veskañ soñjoù, doareoù d’ober sonerezh disheñvel evit krouiñ tonioù nevez, nerzhus. Ganto e vez klasket doareoù nevet da grouiñ ur son a-vremañ gant levezonoù liesseurt.
Pladenn gentañ ar strollad anvet “Ellipsis” a zo erruet e fin bloavezh 2017 hag anavezet gant ar c’hazetennoù etrevroadel evel pladenn folk da selaou ar mare.
Eil pladenn ar strollad “Odyssey” a erru e diskar-amer 2021. Er memes koulz ar strollad a zistro war al leurennoù skoazellet gant ar ganerez eus Bro-Skos Ainsley Hamill hag a vo ivez e Landerne evit reiñ plijadur d’an holl !