Ar strollad “fanfare Zébaliz” a zo bet krouet tregont vloaz ‘zo met chom a ra yaouank memestra. Ul liesseurt tonioù, livioù, gwiskamantoù kengret (met james ingal) gant ur soñj hepken : reiñ plijadur d’an arvesterien.
An doare da c’hoari sonerezh a zo da gentañ diuzer, dreist-holl anavezet evel “tropico-léonard”. Mesket e vez gant ar strollad levezonioù Amerika ar Su, tonioù ar Balkanioù met ivez Lully ha Beyoncé. Abaoe muioc’h eget dek vloaz e vez aozet gant ar strollad ur gouel kevrennoù hag a zo deut da vezañ un emgav a-bouez e bedig-bed ar fañfarioù. Ur gouel etre douar ha mor, etre Brest hag Enez-Eusa.
