Krouet e 1948 e kêr Kerfeunteun (hiriv e Kemper), strollad Eostiged ar Stangala a zo anavezet evit kinnig d’an arvesterien krouidigezhioù a-feson.
Kampion Breizh meur a wech, kinniget e vez gant an dañserien arvestoù war al leurenn pe er straedoù. Gant an Eostiged e vez brevet ar c’hodoù ha diboultrennet dañsoù Breizh gant ur soñj nevez. Bepred e vez adsoñjet ganto evit kinnig krouidigezhioù a-vremañ ha memes digabestr a-wechoù. Tout ar raktresoù-mañ a lak strollad Kerfeunteun da vezañ ur strollad anavezet mat adalek harzhoù Breizh. Ar c’horollerezhioù, liesseurt ha diasur a teu eus faltazi kollorerien ar c’helc’h. Plijout a ra d’ar strollad bezañ war al leurennoù hag ar straedoù ha possubl eo dezho ober cheñchamantoù ha primaozadennoù ma’z eus ezhomm.
Ar maout a zo aet ar muiañ gant strollad Kerfeunteun e-pad ar c’henstrivadegoù. Bet eo bet 16 wech Kampion Broadel Dañs Breizh.
