N’eo ket stank ar strolladoù a zo war hent Egin, barzhonegoù nevez en ur brezhoneg pobl livet mat, gant tonioù gitar folk-blues c’hoariet ken kaer.
Anavezet mat eo Kaou Davay e bed ar festoù-noz, evel kaner kan ha diskan ha kaner ar strollad War-sav. Mael Guego ‘zo brudet deus e du evel gitarour a vicher, paotr desket war an jazz ha sonerezh Iwerzhon, kapabl walc’h da ijinañ ha krouiñ muzik evit ur bern tud disheñvel.
Ur blijadur eo kaout anezhe asambles o daou, evel daou gomper ha daou gamarad ha klevet o Istorioù dezhe, skañv, joaius pe galed, gant ur gizidigezh vrav.
