Un deiz gouel ar sonerezh ez a Yann e Montroulez gant e violoñs hag ar c’hoant kejañ gant un nebeud sonerien tonioù hengounel. Siwazh e-pad an nozvezh e straedoù Montroulez n’en deus nemet kavet strolladoù rock ha skolioù sonerezh. Met erruet e fin tout an nozvezh e klevas son anavezet ur uillean pipe. Setu ar son brav o tont eus un davarn lerc’h emañ Kevin hag en oa tro-dro pemzek bloaz.
Abaoe an deiz-mañ Kevin ha Yann o deus c’hoariet asambles tonioù Bro-Iwerzhon e sonadegoù e peplec’h betek memes Bo-Tchad !
