Kejadenn 3 arzour eus ar sonerezh, an dañs hag ar varzhoniezh setu petra eo Bon Débarras. Tonioù Bon Débarras a laosk plas d’al lusk ! Ouzhpennet e vez neuze d’ar sonerezh plas d’ar c’horf gant skoazell ar varzhoniezh luskellus, an dañs, hag ar skoidigezh gant ar c’horf. Koulskoude sonerion ar strollad a c’hell seniñ meur a venveg evel gitar, banjo, violoñs, mandolinenn, harmonika, ukulele ha cajón.
Kinniget e vez bremañ gant Bon Débarras un abadenn nevez flamm liammet gant pladenn diwezhañ ar strollad anvet “Repères”. Kinniget e vez neuze ganto heuliañ merkoù. Ar merkoù-mañ a c’hell bezañ liammet gant an identelezh, ar bed, ar yezhoù met ivez e-barzh ac’hanomp krouet a-hed ar vuhez, ar beajoù. Hengoun Bro-Kebek a chom kreñv e sonerezh ar strollad met al luskoù a ro ivez levezonoù eus lec’hioù all.
Galvet e vez an arvesterien da fiñval ha da gregiñ da zañsal gant luskoù nerzhus tonioù Bon Débarras.
