Tri faotr oc’h ober tonioù etre sonerezh Breizh da zañsal ha Hip-hop. Soñjit-ta, ur fest-noz levezonet gant rap SUA, raggamuffin ar bloavezhioù 80, testennoù engouestlet. Evit kompren petra eo Beat Bouet Trio, ret eo distro e bloavezhioù 80, war maez Ploermael.
Soñj oc’h peus e oa bepred ar memes tri re azezet e foñs tout ar c’harr-boutin ? Trouz a veze graet ganto o selaou NTM hag Eminem, istorioù droch a veze kontet ganto. Komzet e veze eus c’hwiled-tan, hip-hop e galleg pe e trefoedaj. Eus ar maez e teue an tri-mañ. Komzet e veze ganto ur yezh dezho, entre gallaoueg, galleg ha saozneg.
Er bloavezhioù 2000, kresket o deus hag an tri zo deuet da vezañ sonerien. Kanaouennoù desket gant o zadoù-kozh a vez kanet ganto met gant levezon hip-hop ouraggamufin. Boest an diaoul a vez c’hoariet gant B-key, Beat box evit T Burt ha kanet e vez gant Faya Gur evit krouiñ ur fest-noz evit an holl, evit pep oad, mod nevez. Plijadur oa er c’harr-boutin !
