Strollad diwezhañ krouet e 2015 e-touez bagad Bro Landerne eo ar BBL Piper’s Club. C’hoarierien uilhenn pipes eus Bro Landerne met ivez Brest ha bagadoù liesseurt (Plougastell, Brieg) a gemer perzh ennañ.
Perzhidi ar strollad a c’hoari asambles bep sizhun evit pleustriñ. Ar skipailh a gemer perzh e sonadegoù ar bagad evel “Kejadenn” hag ar bloaz-mañ selaouet ‘vo anezhi e-pad Kann al Loar
