Savet eo bet Bagad Bro Landerne e 1990, ur skeudenn nerzhus eus sevenadur Breizh a vez kinniget gantañ dre ar sonerezh, ar yezh hag an dañs e Landerne hag e lec’h all.
150 ezel a zo er gevredigezh dasparzhet etre ar Bagad (eil rummad abaoe 20 bloaz), ar bagadig (5vet rummad) hag ar Skolaj bet savet e 2017, sin eus ar strivoù a vez graet gant ar strollad evit stummañ sonerien niverus ha barrek.
Ouzhpenn ar c’honkourioù e vez gwelet ha klevet ar Bagad en un toullad festoù e Breizh pe e lec’h all (Frañs, Alamagn, Astur, Stadoù-Unaned).
Tomm-tre ouzh ar muzik Breizh eo izili Bagad Bro Landerne met n’o deus ket aon krouiñ ha lakaat degas elfennoù disheñvel en o sonerezh evit pinvidikaat livaoueg ar sonioù ha barregezhioù ar sonerien.
