Er bloavezh 1994 e oa bet krouet Bagad bro an Aberioù gant ur strolladig sonerien deus skol sonerezh Plabenneg. Kemeret ho deus perzh abaoe da genstrivadegoù Bodadeg ar sonerion, ha da gouelioù a bep-seurt, e Breizh ha pelloc’h c’hoazh. Abaoe kenstrivadeg an hañv e 2019, ez eo pedet ar bagad da seniñ en eil rummad.
En desped d’an diaestaerioù savet e 2021, e kendalc’h ar bagad gant ar pleustradegoù hag ar sonadegoù. Pedet eo bet ar bagad un eil wech e Montignac evit gouel « Cultures aux coeurs », e bro Dordogn. Eskemmoù frouezhus a zo bet etre ar broioù disheñvel, kement a fed sonerezh eget a fed sevenadur. Ur gwir enor e oa evit sonerien ar bagad bezañ dileuridi sevenadur Breizh e korf ur sizhun.
