An istor a zo o en em adijinañ evit Bagad Brieg, poent e erru en ur mare nevez. Mare ar c’hañv araok klask ur roue nevez…
Ar c’horn-boud a krog da seniñ er vogedenn torret a-wechoù gant sklerijenn an tan. Skoet eo bet ar bobl gant keloù fall. Ur bobl chomet e-unan e-pad pell, en e bart, adtapet gant marv ar roue. Marv e roue. Poent eo reiñ an enor diwezhañ d’ar roue marv. Setu ar bobl o kregiñ da zisken betek ar ger evit kelaouiñ ar c’hêriadenniz.
Ar c’hoarier tan a zigor an hent, ar ramzed a teu er meskaj gwiskamantoù disheñvel lakaat evit an devezh ispisial-mañ. Digemeret eo ar strollad war plasenn vras ar gêriadenn gant levenez ur bobl prest da gregin ur prantad nevez hag eürus. Gitar, gitar-boud ha pod-tredan a merk lusk al lid.
Met setu erru ar mare da gavout ur roue nevez. Piv ‘vo an hini dilennet ? Piv !? “Marv eo ar roue, bevet ar roue !”, a vez huchet gant an aotroù e penn al lid. Er memes mare e erru ar roue yaouank war e gador, douget gant ar gwar.
Anavezet evel rambreerien e-touez ar bagadoù, sonerien Brieg a gadarn ar soñj rebellus a arouez anezho gant an abadenn nevez-mañ. Podoù-tredan, bombardoù binioù ar bagad a lod an hein gant ar strollad Sonjévéyés (tud a-vicher en arzoù an tan hag ar strad) evit krouiñ ul lec’h istorel ijinet lec’h e vez klevet tonioù keltiek ha gitaroù tredan er memes koulz. Kinkladurioù gwiskamantoù, un aer da glevout ha gwelout lec’h e vez kavet levezonoù ar straed hag hengounel ar strollad.

