Tonioù awenet a vez kinniget gant Arzan, emgavet en ur sonadeg tro-dro ar c’hwezh, e-lec’h kan ar binvioù avel ha yezhoù kozh ar bed a vev gant ar binvioù-skoiñ, ar gourrebed hag an douchennaoueg.
Arzan ‘zo mailhoni an avel o c’hwezañ, flour evel ar Zephir, tomm evel al Loo, galloudeg evel avel ar mor. Arzan ‘zo ivez kemennadennoù an tadoù-kozh skoazellet gant ar binvioù-skoiñ, ar gourrebed hag an douchennaoueg. Setu neuze lies liv ar sonerezh, ar yezhoù diskouezet gant ar binvioù.
Eus Iwerzhon, India, Persia, Armenia, Sina pe ul lec’h faltaziet emaint. Ur veaj war divaskell an avel !
