Aet eo ar maout ganto evit ar c’hoñkour “trio libre” e miz Genver 2017. Baptiste Barbier, Elouan Le Couls ha Liam Roudil a grou, a gempenn, a lak diouzh o c’hoant tonioù ar vro. Ha pegen entanet int ! Plijout a ra Zoñj d’an arvesterien, gant un endro liesliv ne c’hello nemet degas ac’hanoc’h en dañs. Soubit e kreiz an osmoz a ganin deoc’h an triad : fleüt, violoñs ha gitar; yaouankiz, hag entan. Traoù dous evit ho tivskouarn, un teuzar evit ho treid.
Zoñjit ‘ta…