Chom a sav gant e hent, lemmañ e zivskouarn ha klevout ur safron o sevel diouzh ur jardin kevrinus.
Deus sonerezh Tyto Alba trio e sav ar frondoù- se a glever. Dason ur bed diabarzh, etre gwerz ha fado, etre c’hoarzhadegoù hag huanadennoù. ‘N em goll er jardin strujus- se, chom a- sav dindan an heol, gwiskañ kroc’henn unan all e korf ur pennadig hepken. Douetañ, tañvañ, flourañ ha c’hoarzhin a benn ar fin.
Ganet eo an arvest-mañ diwar ar c’hoant krouiñ ur c’hompozision a-vremañ, aezet, digor, e brezhoneg da gentañ-penn gant ur binvidigezh krouiñ kreñv.
Loeiza Beauvir : kan, skritur
Fred Boudineau : gitar, sevel tonioù
Jérôme Kerihuel : taboulinoù
Produet gant Teatr Piba / Kenbroduet gant Amzer Nevez