Triad eus bro An Oriant, ganet eo Tri O’ Divi diwar ur gejadenn etre Lena Le Foll ar ganerez, Ewan Le Bideau-Canévet soner akordeoñs ha Tom Habif gant e dreujenn-gaol.
Dre ma teuont eus bedoù sonerezh disheñvel, ez eo ur gwir c’hoari evito sevel tonioù asambles. Fellout a rafe da Lena kaout mouezh Armstrong, ne tou Erwan nemet dre sonerezhioù tud droug filmoù Tim Burton, ha sur eo Tom e teu sonerezh ar reter eus bro Wened. Gant plijadur eo e lakfomp ac’hanoc’h da zañsal !