Savet eo bet ar strollad iwar kejadenn daou amourouz deus sonerezh bro Iwerzhon, Baptiste Rivaud gant ar fleüt ha Nicolas Dupin gant ar bodhràn gant ur gitarour jazz, David Couderain. Gant un idantelezh arzel kreñ e teu en-dro an triad gant un eil bladenn anvet Rockarolan. Adkavout a reomp ennañ ar pezh a ra perzh o sonerezh : un eskemm etre ar binviji lemm ha nerzhus ; hag ur meskaj stiloù di’chortoz ennañ tonioù hengounel ha krouidigezhioù nevez, o tremen dre ar jazz pe ar sonerezhioù poblek.
War al leurenn eo e vez da vat dizoloet bed Scoops, lec’h ma grou un darempred entanet gant an arvesterien.
ESCALE À LANDERNEAU