Gant e saksofon bariton da gelc’hdreloskiñ, e lak Ronan Le Gouriérec da zañsal en ur gontañ istor Fanch Moussara, ur broc’h un tamm morgousket. Skeudennet eo gant tresadennoù a vez dizoloet e kerzh an danevell. Ar vugale a heulio Fañch hag e familh en o avañturioù en ur zañsal dañsoù liammet gant an istor.
Ne vern al lec’h, ho live dañs, ho oad, c’hoari ha primozañ a ra Ronan gant tonioù nevez krouet evit an degouezh, da lakaat trañs, dañs, swing ha groove. Tost eus an dud evit rannañ ur prantad a blijadur asambles.
Produet gant
www.collectifalenvers.org
Kenbroduet gant
Kreizenn Sevenadurel Le Forum, Nivillac (56) ; Musique et Danse en Loire Atlantique, Nantes (44).
Degemeret e rezidañs e
Le Théâtre, leurenn broadel Sant-Nazer (44)
Souten arc’hant gant
Drac Broioù al Liger,Rannvro Broioù al Liger, Departamant Liger-Atlantel, kêr Sant-Nazer (44) hag ar Spedidam