« Paotred ar Riwall » a zo ur strollad kanerien hengounel, ennañ René Merdy, Youenn Amice, Clément Soubigou, Patrick Hall-Coroller hag Yvon Gouez. Kanañ a reont tonioù da zañsal deus o korn bro, kostez parrez Sant-Riwal, e kreiz Menez Are. Savet eo bet ar strollad 15 vloaz ‘zo, diwar intrudu Jean Le Crann, aet da anaon 8 vloaz ‘zo, c’hoant gantañ treuskas an tonioù da ganañ bet dastumet gantañ.
Anavezet eo dreist-holl « Paotred ar Riwall » evit o gavotennoù “dehou” pe gavotenn mod Brasparzh, a vez dañset etre Lokeored ha Plougastell. Tro vez da glevet ar strollad e festoù-noz Menez Are alies, leun a startijenn ganto, evel m’eo dleet evit kanerien bro Brasparzh.