En em inerviñ ra ur gitar dre dan, huchal a ra ur glarinetenn boud gant ur violoñs dirollet hag un doumperezh a dalm evel ur pezh mell kalon. Ha neuze e sav ur vouezh, o fraoñviñ, o skletiñ, ha ganti toud ijin bro India. – ηirmāan – a zo frouezh ur gejadenn etre pevar mignon soner ha beajer hag ur ganerez yaouank eus bro Rajasthan, Parveen Sabrina Khan.
O sonerezh a zo ur meskaj saorus etre energiezh dre dran ar sonerezh amplaet, ha donder ar c’han indian. Mont a ra – ηirmāan – dreist harzoù ar stiloù, etre rok alternatif, sonerezh klasel India ha pop.
Eit berraat, nevez hag entanus.