Savet eo bet strollad kanerien « Les Marins d’Iroise » e 1992 da vare kentañ gouelioù porzh Brest. Gant kanaouennoù evel « Le 31 du mois d’août », « Sur la route de San Francisco », « Amsterdam » pe c’hoazh « La Complainte de Louis-Marie Jossic » eo kresket tamm ha tamm brud ar strollad, a feur ma ‘z aent e gouelioù porzhioù ar vro. Ur vrud a gas anezho pelloc’h c’hoazh, war ribloù broioù ar vroioù pell.
O bladenn ziwezhañ, « La mer est immense », a voulc’h un hent nevez e bhez ar strollad, gant ur roll kanaouennoù disheñvel. Kinnig a ra, dindan beli arzel Robert Le Gall, ur veaj birvidig war ar morioù, gant tud pedet :Tri Yann, Hugues Auffray, Gilles Servat, Trio EDF, Murray Head…
ESCALE À LANDERNEAU