
Boutañ-divountañ a ra Krismenn ar c’henedoù hag an hengounioù, ha lakaat a ra ar brezhoneg da senniñ en ur mod oa ket bet graet a-raok, o vezañ awenet gant ar c’han hengounel an hip-hop, ar sonerezh elektronek ha toud al levezonoù o deus heñchet anezhañ. Meskañ a ra e bladenn gentañ, embannet d’ar 14 a viz Ebrel, ar rap gant kanaouennoù, sonerezhioù elektronek, field-recording ha binviji klev. Krismenn, simbol pinvidigezh ha spered digor ur rummad sonerien nevez, a deuz asambles hengoun ha modernelezh.