
Abaoe ouzhpenn 30 vloaz e vez plijet ar re vihan hag ar re vras gant bed liesliv ha startijenn Jean-Luc Roudaut. Da bep abadenn e zañs hag e kan ar vugale ar c’hanaouennoù bet desket er skol, er greizenn dudi, er vagourioù pe lec’h all c’hoazh. Arzour leun a dalantoù, sevel a raio evit an darvoud ispisial-mañ ur program dibar gant kanaouennoù dec’h hag hirie, a echuo war tonioù tekno e brezhoneg hag e galleg e bladenn nevez a vo embannet e fin ar bloaz.