
Tresañ a ra P’tit Gus ur vuhez all. Marmouz soner, penn rouz speget e zivskouarn vras, choazet en deus ar vombard. Evit e gerent kiger er bourk eo sklaer : felliezh diwar ar maez zo tost. Reiñ a ra da glevet Jean Louis Le Vallégant e guzutadenn dezhañ e-unan. En ur road movie kaset d’an daoulamm-ruz, gerioù notennoù a skog an eil ouzh egile hag a dap krog en dishualañ. Redadeg en e unan ar bolotennad eo, d’ar c’houlz m’en em groaz ar c’hoefoù diwezhañ hag ar c’hribennoù kentañ.