Da serr-noz e vez embannet d’ar publik emañ pobl an noz o tostaat :
Tud-Loen, ramzed, brezelourien, sorserezed… O tont eus ar c’hoad emaint, ha kas a reont ac’hanomp e kêr gant ar sonerezh. Ne reont ket gwall aon met trubuilh a sav e pennoù an arvesterien. Gant an dañsoù kaset da benn ganto e gomprenimp gwelloc’h anezho.
DARK NOZ a ginnig ur bed flammek ha digent, sevel a raio goulennoù e penn ar arvesterien. Paket berr hag hilliget e vezo o raksoñjoù pe o darempred gant ar re all betek bezañ kaset en dañs.