
Duo du Bas a zo div vouezh plac’h, Elsa Corre hag Hélène Jacquelot, ur vreizhadez, eben euskaradez. Entanet gant ar c’hanoù hengounel hag a veaj, o deus divizet mont da dañva yezhoù all, sonioù all da lakaat en o doaz muzik. Dastumet o deus kanaouennoù ti o 23 amezegez eus Douarnenez, o tont eus lec’h, evit keginañ ganto. Diwar-se eo ganet « Casseroles », un arvest a gont an disparti, an harlu, ar vugaleaj, kejadennoù, ar vuhez, ar garantez, ar marv, en un aerglec’h luskellet gant trouzioù traoù ne c’hortozent nemet senniñ. Un bed leun a vlaz.