E 2001 e oa bet krouet ar strollad e Sant-Tegonneg diwar intrudu tud mennet. E 2007 eo cheñchet parrez gant ar gevredigezh evit mont da Landi. En Eil rummad emañ hiriv an deiz er gengevredigezh kendalc’h. Div lodenn a ya d’ober ar strollad : Kelc’h ar Vugale ha hini an dud deuet.
Fellout a ra da Zañserien Lann Tivizio lakaat war-wel hengoun dilhad Bro-Chelgen. Dastumet, adsavet, lakaet a nevez e vez ganto pezhioù dilhad abaoe penn-kentañ ar strollad. Gouest eo ar strollad da ginnig gizioù etre 1860 ha 1945 ha boaz eo da ginnig en e abadennoù meur a hini. Evel-just e vo kavet ar c’hoef anvet Sparlenn, arouez Bro-Chelgen eo hennezh !
Bep bloaz e vez savet gant an dañserien un abadenn nevez ha lusket brav. D’ar pevare plas e oa bet renket ar strollad warlene evit an abadenn-se en eil rummad. Ar vugale a gemer pezh bep bloaz e « Abadenn ar Vugale », aozet gant Kendalc’h Penn ar Bed met ivez da glaz gouelioù er vro.