Goude un degad bloavezhioù gant Alan Stivell er bloavezhioù 70, un droiad dibar gant ar strollad saoz « Fairport Convention » e 1976, troiadoù e leizh- e Europa hag er Stadoù-Unanet er bloavezhioù 80, hag ar raktres derist-ordinal “Hêrezh ar Gelted” e 1993 (1.200.000 skouerenn gwerzhet), un ugent bladenn bennak embannet gant an hini diwezhañ « Cornouailles Soundtrack », e teu en-dro Dan Ar Braz gant ur valladenn « Guitares » ambrouget gant Jacques Pellen ha David Er Porh, ken sod hag eñ gant ar gitar.
Ganet eo ar raktres diwar e c’hoant bras da weladenniñ en-dro e donioù anavezetañ, me ivez lod n’int ket ken anavezet, ha lod c’hoazh n’int ket bet c’hoariet dirak an dud c’hoazh. Met ar wech-mañ ne vo ket gwisket ar velodienn gant ur gitar, met gant teir. Ar sonerezh hepken, lec’h ma vez lakaet teknik pep hini da servij an ton, hep en em ziskouez pe klask ur penn ouzh penn. Plijadur hepken. Jacques Pellen ha David Er Porh, daou gitarour dreist-ordinal, kenglot, gant o resisted hag o donezon, a zo an daou gamarad c’hoari er valladenn-mañ. Ar Gitar, ur benveg simpl ha burzhudus, a lak Dan da esteurel ar blijadur en deus da adkavout anezhaî bemdez evel an deiz kentañ. Un ostilh a servij un avañtur nevez c’hoazh.