Savet eo bet Korollerien Montroulez e 1977. Dibaouez eo aet ar strollad war-raok aboae. Plijadur an dañs, bezañ a-stroll ha tremen amzer vat a zo perzhioù pennañ ar strollad. Liammoù kreñv a vez ivez etre an dañserien hag ar sonerien.
Kampion Eil Rummad eo bet ar c’helc’h e 2012. Kemeret a ra perzh e kalz gouelioù (Gouelioù an Arvor, Gouelioù-Meur Kerne, Festival ar Sant-Loup) ha gouelioù all e Montroulez, Plegad-Gwerann, Pleiben, Eusa, Sizun. Beajiñ a ra ivez ha kemeret a ra perzh e Festival Europa brasañ hengoun Europa, an “Europeade” (Lituania, Italia, Suis, Spagn, Danmark, Portugal, Alamagn…).