Krouet eo bet Kelc’h keltieg Eskell an Elorn e-pad 1añ Festival Kann al Loar e 1987. E 1993 eo bet krouet ar gevredigezh, e anv a ro da soñj er chalioù a vez dispaket gant an dañserezed e-kichen ar stêr Elorn a-dreuz kêr Landerne. Brudañ a ra kevredigezh Breizh dre an dañs, kentelioù brezhoneg, stalioù kan ha broderezh.
Abaoe 1996 eo emezelet ouzh ar gengevredigezh Kendalc’h. Dindan un nebeut bloavezhioù e kresk niver an izili hag e 2006 e erru er rummad kentañ. E 2015 ha 2016 e voe memes tro da welet ar strollad er rummad Ekselañs, an hini uhelañ eus ar c’honkourioù.
Kemeret a ra perzh e kalz gouelioù-hañv e Breizh (Gouelioù-Meur Kerne, Emvod ar Gelted, ar Rouedoù Glas) ha bep bloaz e teu da Gann al Loar da luskañ ar gouel. Plijet eo ivez mont da gantreal gant Bagad Bro Landerne : e Bro-Gembre, Alamagn, Polonia, Bro-Astur, Portugal. E 2015 e deus dañs ar strollad e New-York da vare ar Sant-Padrig.