Ur bagad-skol e oa bet da gentañ Bagad Landi. Ar Breur Dominik, bet kelenner e Skolaj Sant-Jozek, en doa savet anezhañ e 1959. Er bloavezhioù 60 e oa ar strollad en Eil Rummad betek 1970 pa voe echu gant avañtur ar bagadoù-skol.
E 1984 da geñver 100 bloaz Skol Sant-Jozef ha diwar-intrudu un nebeud sonerien kozh e voe adstaget ganti. Buan a-walc’h e vez adsavet ur skol sonerezh hakroget da seniñ a-stroll gant ar bagad. Mesket e voe ar sonerien kozh ha yaouank evit kreigiñ gant ar c’honkourioù e 1989.