Unan eus perzhioù pennañ identelezh Breizh e Landerne eo hiriv Bagad Bro Landerne. War Pont Landerne eo bet savet e-pad an hañv 1989 gant un toullad sonerien da vare Kann al Loar. Hiriv an deiz eo 150 ezel dasparzhet etre ar Bagad, ar bagadig, ar Skolaj bet lakaet e plas abaoe an distro-skol hag ar Skol Vuzik a ya d’ober ar gevredigezh.
35 soner ar bagad a zo dasparzhet etre an dalabarderien, ar viniaouerien, an daboulinerien hag an doumperien. Levezonet eo labour ar bagad gant tonioù hengounel met ivez gant ar genlabourioù e c’hell kas gant arzourien pe strolladoù all.
Ouzhpenn er genstrivadegoù e e c’heller klevet ha gwelet ar strollad, mont a ra da gantreal e Breizh hag e lec’h all a-hed ar bloaz : Emvod ar Gelted, Gouelioù-Meur Kerne, Nevez-Amzer ar Sonerien, Kann al Loar, Ar Sant Loup, Gouelioù an Arvor, Bagadañs, Gouel Sant Padrig e New-York…