An diorren padus ha kengret

Ezel eo Kann al Loar eus ar “Collectif des festival engagés pour le développement durable et solidaire en Bretagne”, ha kaset e vez da benn obererezhioù e-leizh abaoe un toullad bloavezhioù war dachenn an diorren padus ha kengret.

Monedusted evit an holl

Gant Kann al Loar e vez kinniget kalz abadennoù digoust war dachenn ar gouel evit ar familh a-bezh. Prizioù ar bilhedoù a zo etre 3 ha 14 €. Prizioù izeloc’h a vez evit an dud o klask labour, ar familhoù niverus, ar vugale… E 2014 e oa bet kinniget plasoù digoust da ispiserezh sokial Landerne (Ar Stalig). E 2015  vo graet en-dro. Lec’h ar gouel a zo lakaet aes d’an dud dalc’het en o c’herzhed.

Degemeret ar publik

Ur stand dizarbenn “trouz” a ro stoufoù digoust. Tokarnioù “enebtrouz” a vez prestet en eskemm d’ur gretadenn. Ganto e c’hello pep hini gwareziñ an divskouarn ha kemeret plijadur er gouel. Abaoe 2013 e vez implijet pezhioù-arrebeuri ar gevredigezh eus an Oriant Idées Détournées evit krouiñ lec’hioù plijusoc’h evit an arvesterien hag an dud a-youl vat.

Kann al Loar a lak livioù e kêr evit plijadur annezidiLanderne hag an douristed gant sikour Kollectiv A2. Gant dilhad adimplijet ha bet roeet dezho ur vuhez nevez eo bet gwisket ar gouel ha kêr a livioù gant Michaela Capova hag Arsène Carré e 2014… E 2015 e kendalc’h al labour gant ar memes spered padus ha kengret, dindan stumm kolonennoù Morris mod-nevez…

Ar festival hag ar c’henstroll XYZ o deus labouret asambles evit lakaat war-wel burevioù ar gevredigezh. Gant danvez adimplijet hag a oa sañset bezañ taolet hag en ur implijout doareoù artizanel o deus roet ur sell nevez war talbenn ar burevioù.

Kenlodenniñ ar binvioù

Kentoc’h eget prenann dafar kegin ne vefe implijet nemet un nebeut devezhioù ar bloaz e kav gwelloc’h gant aozerien ar gouel amprestiñ d gouelioù all evel Emvod ar Gelted en Oriant pe Gouelioù-meur Kerne e Kemper.

Diwall ouzh implij an danvezioù

Imprim'vertAl label Imprim’vert a vez kavet war hon skoroù kehentiñ a zo ur merk a ziskouez e vez doujet gant an ti-moullañ ouzh ur c’haier-kargoù diazezet war tri dezverk : merañ al lastez dannjerus, nompaz implijout produioù toksik, ha mont war zu ar pratikoù evit kizidikaat anezho, gant ar pal digreskiñ ar skog war an endro a vefe liammet gant an tiez-moullañ.

Merañ al lastez

E Kann al Loar e vez divesket al lastez gant poubellennoù prestet gant  ar “Collectif des Festivals” e-pad ar festival ha gant sikour Kumuniezh kumunioù Bro Landerne-Daoulaz. Un emglev a zo ivez gant ESAT Landivizio evit dastum paper ha kartoñs. Evit ar wech kentañ e oa bet implijet e 2014 listri mat da roteliñ. Dastumet e oa bet al listri hag ar restachoù boued gant tud a-youl vat ar festival o deus rotelet anezho er gêr. E ostalerioù ar gouel e vez implijet gwer miret hag mat da vezañ adimplijet meur awech : solutoc’h, aesetoc’h ha dresitholl doujusoc’h ouzh an endro int.

Diwar-benn

Logo-KAL2016-DATEAbaoe penn-kentañ ar gouel, un 30 bloaz bennak ‘zo, e vez skoazellet ganeomp liested sevenadur Breizh. Ur sevenadur a-vremañ, pell eus ar skeudenn dislivet o-dije c’hoant pegañ warnomp tud strizh o spered.

An arzourien a zeu er festival a zo bep bloaz aktourien Breizh a-vremañ. Lakaat a reont da vevañ dre ar sonerezh, ar c’han, ar c’hoariva, an dañs pe c’hoazh ar gizioù, o doare da vevañ ha da welet Breizh.

Darempred

Bureau-KAL

Festival Kann al Loar

14 straed ar Chaloni Kerbrad – 29800 LANDERNE

Pellgomz : 02 98 30 30 45

Lizher kelaouiñ

Koumanantit d’al lizher kelaouiñ…

Kevelerien

Bevañ a ra ivez ar Festival a-drugarez d’hor gevelerien hag hon harperien. Ra vint trugarekaet amañ…

[soliloquy id=”153″]