Ar brezhoneg

Siner ar garta « Ya d’ar brezhoneg », emañ ar brezhoneg e kreiz raktres sevenadurel Kann al Loar abaoe ar penn-kentañ.

Krouet eo bet Kann al Loar evid rei eur plas gwelloh da zevenadur Breiz ha sikour kinnig krouidigeziou, koulz war dachenn ar muzik, ar han, an dañs, an arzou hag ar yez. A oll-viskoaz eo bet roet eur plas ispisial da yez ar vro er gouel, hag a zo heb mar, e-touez goueliou an hañv, an hini a ra ar muia ganti.

Krouidigezhioù e brezhoneg

Digemeret eo bet neuze abaoe 28 vloaz, eur mor a grouidigeziou oh implij anezi. E Kann al Loar eo bet savet oberennou meur la zou-kana René Abjean ha Job an Irien, evel War varh d’ar mor, pe Kan ar Peoh, hag Ar Marh Dall e 2015 c’hoaz, med ivez reou Christian Desbordes : Buhez, Deiz al Lid hag ar Basion Vraz, asamblez gand Goulc’han Kervella.

Ar Basion Vras adframmet
Krouidigezh «Reuz’n Roll» – 2006
Ar c'hoariva

Eul lodenn vad euz peziou-c’hoari nevez Ar Vro Bagan pe Teatr Penn-ar-Bed, ha bremañ Mad ar Jeu, a zo bet gwelet ivez evid ar wech kenta e Kann al Loar.

Titouriñ e brezhoneg

Kement tra a hellom a vez lakeet e brezoneg war ar skritellou, ar programm, an tikiji, ar pannellou hencha pe titouri an arvesterien. Ezel eo Kann al Loar euz Ti ar Vro Landerne-Daoulaz ha sinet eo bet Ya d’ar brezoneg gand ar gouel, al label 1 ‘zo bet roet d’ar festival e 2009 gant Ofis ar Brezhoneg.

Ar c'han a-stroll

Digemeret eo bet, gand ar gouel, meur a ganer brezoneger hag tud yaouank en o-zouez. Abaoe 10 vloaz e vez kenaozet Kampionad Breiz al lazou-kana gand Kann al Loar ha Kanomp Breiz, kevread al lazou-kana e brezoneg. Roet e vez ivez eur plas d’al lennegez en or yez, heb ankounac’haad abadennou evid an niver braz a vugale brezoneger a zo er horn-bro.

Kanenn-veur «Ar Marh Dall» – Kann al Loar 2015
Ar c'han da zañsal

Brezhonegerien a vez degemeret bep bloaz war leurennoù ar gouel evit kanañ, ha reoù yaouank dreist-holl.

Ar c’hoarezed Koadou – Kann al Loar 2008

Diwar-benn

Logo-KAL2016-DATEAbaoe penn-kentañ ar gouel, un 30 bloaz bennak ‘zo, e vez skoazellet ganeomp liested sevenadur Breizh. Ur sevenadur a-vremañ, pell eus ar skeudenn dislivet o-dije c’hoant pegañ warnomp tud strizh o spered.

An arzourien a zeu er festival a zo bep bloaz aktourien Breizh a-vremañ. Lakaat a reont da vevañ dre ar sonerezh, ar c’han, ar c’hoariva, an dañs pe c’hoazh ar gizioù, o doare da vevañ ha da welet Breizh.

Darempred

Bureau-KAL

Festival Kann al Loar

14 straed ar Chaloni Kerbrad – 29800 LANDERNE

Pellgomz : 02 98 30 30 45

Lizher kelaouiñ

Koumanantit d’al lizher kelaouiñ…

Kevelerien

Bevañ a ra ivez ar Festival a-drugarez d’hor gevelerien hag hon harperien. Ra vint trugarekaet amañ…

[soliloquy id=”153″]