Abaoe 2003 e vez dilennet Rouanez Gouel-Meur Bro Leon. Evit gellout bezañ dilennet e rank ar merc’hed war ar renk, kaout ar penn savet mat, bezañ gouizieg war sevenadur ar vro ha bezañ digor war ar bed. Evit gellout bezañ dilennet e ranko an danvez-rouanezed kaout youl. Dav dezho kinnig un doser emstrivañ e lec’h ma vo diskouezet ganto perak e fell dezho bezañ rouanez ha petra e ouezont. Goude e vo kinniget ar gwiskamant a vez douget ganto d’ar juri. Savet eo hemañ gant arbennigourien tachenn Bro-Leon ha Bro-Dreger. Ganto e vezo goulennataet an danvez rouanezed war an douaroniezh, ar gizioù, an dañsoù, an ekonomiezh…
Sinoù ispisial evit lakaat war-wel dilennadeg ar Rouanez…
E 2008 e oa bet krouet gant ur vreton staliet e Lyon ur vrochenn e arc’hant. Douget e vez gant ar rouanez.
Evit lakaat war-wel muioc’h c’hoazh ar gizioù hag ar Rouanez eo bet divizet e 2014 gant ar c’homite aozañ krouiñ ur gokardenn broded ispisial. Evit en ober eo bet goulennet sikour broderezed entanet, Marie-Paule Savet eus Kelc’h keltieg Beg an Douar Lokournan ha Jeannine Royou eus Landerne. Labouret o deus war tresoù en ur zoujañ ouzh kod al livioù (melen aour evit ar Rouanez, glaz pe roz evit an dimezelet a-enor) ha lakaet war wel ar fleur orañjez e koar a veze douget ouzh ar gouriz evit an euredoù.
2016 : Orianne Herry (Korollerien Montroulez),
2015 : Laurane Croguennec (Danserien Lann Tivizio Landivisiau),
2014 : Maëlys Thépaut (Eskell An Elorn Landerneau),
2013 : Delia Capelle (Danserien Lann Tivizio Landivisiau),
2012 : Carole Floc’h (Beg An Douar St Renan),
2011 : Delphine Bozec (Cercle Korolerien Montroulez Morlaix),
2010 : Charlène Le Gac (Beg an Douar St Renan),
2009 : Marion Patrac-Boucher (Kroaz Hent Gwengamp Guingamp),
2008 : Justine Guiriec (Danserien Lann Tivizio Landivisiau),
2007 : Aurélie Terrom (Eskell an Elorn Landerneau),
2006 : Mélanie Bégoc,
2005 : Marion Stéphan,
2004 : Isabelle Pronost,
2003 : Rachael Marrec.
Diwar-benn
Abaoe penn-kentañ ar gouel, un 30 bloaz bennak ‘zo, e vez skoazellet ganeomp liested sevenadur Breizh. Ur sevenadur a-vremañ, pell eus ar skeudenn dislivet o-dije c’hoant pegañ warnomp tud strizh o spered.
An arzourien a zeu er festival a zo bep bloaz aktourien Breizh a-vremañ. Lakaat a reont da vevañ dre ar sonerezh, ar c’han, ar c’hoariva, an dañs pe c’hoazh ar gizioù, o doare da vevañ ha da welet Breizh.
Darempred
Festival Kann al Loar
14 straed ar Chaloni Kerbrad – 29800 LANDERNE
Pellgomz : 02 98 30 30 45
Lizher kelaouiñ
Koumanantit d’al lizher kelaouiñ…
Kevelerien
Bevañ a ra ivez ar Festival a-drugarez d’hor gevelerien hag hon harperien. Ra vint trugarekaet amañ…
[soliloquy id=”153″]